Gaovan[1] (Gwalchmai ap Gwyar e kembraeg, Gawain e saozneg, Gauvain e galleg, Walcmoei e krennvrezhoneg) zo un haroz eus Danvez Breizh, niz d'ar Roue Arzhur hag unan eus marc'heien an Daol Grenn. E meur a istor arzhurian e c'haller e gavout, skrivet e kembraeg, latin, saozneg, galleg ha yezhoù arall.